War-lerc'h an Dispac'h gall kroget e 1789 e voe aloubet gant an armeoù gall douaroù nevez er-maez eus ar rouantelezh kozh, ha diskleriet e voe ar republik er broioù "dieubet". E broioù zo e voe emsavioù dispac'hel a savas republikoù ivez.
Ne badas ket gwall bell an holl republikoù-se avat. A-wechoù e voent staget ouzh Bro-C'hall evel departamantoù, departamantoù eus ar republik da gentañ, eus an Impalaeriezh goude, pe zoken ouzh rouantelezhioù rannet etre breudeur ha c'hoarezed an diktatour Napoléon Bonaparte.